dimanche 13 septembre 2020

AN DEIZ MA VARVAS VA ZAD



— Se zo ar pezh n'am-eus ket klevet

— Klevet petra ?

— Ar wig-a-wag.

— Eus petra emaout o kaozeal ?

— Deiz marv va zad.

— Hañ...

— Padal n'oa ket mank ar marv d'ober trouz e-pad ar bloavezhioù tremenet. Ur safar zoken. Ur mell safar... Klañv tre e oa ma zad aboe pell dija. Hag alies en-doa sentet ar c'hwez yen diwar e choug.

— Ur barrad avel ha ne lak ket mann ebet da fiñval.

— Just, ya. Un hurusin. Met dre forzh hurusiñ, ne chomez ket ken war evezh. En em lavarout a rez dit : n'eo ket evit ar wech-mañ. Met an taol-mañ... Ar mintin-mañ, kavet am-boe anezhañ azezet e foñs ar gador-vrec'h, pleget kentoc'h war e-unan, e vrec'h ouzh e vruched. Poan o-doa da dennañ e alan. Ça va papa ? Non, j'ai pas bien dormi. Hañ... Ken alies em-boa welet anezhañ ken gwan, ken skuizh... ha bep wech mont en-dro eus ar c'hlinik, oh ! Nonpas hardi ha yac'h met... bev. Met an taol-mañ...

— Un infarktus e oa.

— Ya. AR pezh mell infarktus. Infarktus ar c'hantved... Paotr an añbulañs zo arruet. Hag o-daou da ziskenn ar skalieroù, va zad e vrec'h harpet ouzh skoaz ar paotr. Ha me war ar bondalez. J'ai du dire un truc, comme « à tout à l'heure ». Chom a reas va zad war sav ha savas e benn, sellout a reas ouzhon-me, ur pennadig ha heñjal a reas e benn hep lavar rik ha mont... Un eurvezh goude, galvet e voe bet va mamm gant ar medisin : « Madame, il serait préférable que vous veniez ». Sellet am-eus diouzhtu ar skamp en e sell. Ha me da c'hortoz. Petra ober ? Lakaet am-eus ur bladenn. Didrouz ar c'hortoz oa re spontus evidon, kompren a rez ? Robert Charlebois a zibabis. Ha soñjal a rain atav eus ar ganaouenn pa en-deus sonet ar pellgomz, « Marie-Noelle »...

Quand décembre revient
Quand la neige, neige
Ton visage me revient
En rafales de rires d'étoiles

C'est nous deux à l'envers
Quand mes rêves rêvent
À ces noëls rouges et verts
Nos huit ans, nos amours d'hiver

Dring. « C'est maman... il est parti ».


 

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire